Emgann Lepanto
Neuz
Emgann Lepanto a c'hoarvezas war vor d'ar 7 a viz Here 1571 e Gres, a-vaez da Naupaktos (henc'hresianeg : Ναύπακτος, a oa anvet Lepanto da neuze) etre ur morlu kristen aozet gant Republik Venezia ha Spagn, ouzh ur morlu otoman a voe trec'het en deiz-se. Peuzdistrujet e voe al lestraz otoman ha kollet 30 000 den. Brudet-bras e voe an darvoud en Europa ha harzet e voe emled an impalaeriezh otoman.
E-touez an emgannerien edo ar Spagnol Miguel de Cervantes, oberour brudet El Quijote, a voe gloazet ha lesanvet Mogn Lepanto diwar neuze.